EN TU ALL D’UR VEAJ, UR GEJADENN GANT BREIZH HAG HE HENGOUNIOÙ EN AMZER-DA-ZONT

St Pol Roux, Barzh

DOUAR  AR  C’HONTADENNOÙ   HAG  AR  MOJENNOÙ

DIGOR   WAR   AR   BED

Dedennet e viot gant Breizh Istorel, anezhi douar ar c’hontadennoù hag ar mojennoù digor war ar Bed, hag ober a reot anaoudegezh gant he zeñzorioù : an dud, ar glad hag al lec’hioù kaer a zo enni.

Intret e viot gant nerzh ar fru en Arvor ha fromet gant an Argoad, dindan an oabl gantañ arlivioù gris ha glas hag ouzh son skedus ur bagad.

Ha peogwir n’eus ket kaeroc’h eget gwelet Breizh dre selloù ar Vretoned o-unan e kemerot hoc’h amzer evit ur gejadenn eeun ha gwirion gant an dud.

Hag un deiz bennak, ha c’hwi e lec’h all ha serret ho taoulagad, e tegouezho deoc’h santout Breizh evel pa vefe aze ganeoc’h…

Donemat e Breizh !

Thierry SIMON

Rener Treizher BREIZH

DEUIT   DA   GEJAÑ   GANT BREIZH

TRAOÙ  NEVEZ   GANEOMP